War ar stern

War Bed Politikel:

War Bed Politikel, ar FRANKIZ hag ar peoc’h zo palioù a-bouez evit ar Celtic Nations (C.N.). Hep ar FRANKIZ – SE e vo diaes dont a-benn eus ar palioù all. Setu perak eo an Digreizennañ (DVL°) an hent mat. A-du eo ar Celtic-League (C-L) da skoazellañ ar pobloù minorelaet er bed a-bezh. Da lavaret eo Katalounia, Elzas, Euskadi,Tibet h.a… U.N. (United Nations :ICCPR) a lavar sklaer o deus ar pobloù ar gwir da vezañ : DIEUB !!!… Er bloavezhioù 1960 ar C-L en doa goulennet digant U.N. ar gwir evit bro Skos ha bro Gembre da vezañ digreizennet (=Devoluted). Gouarnamant Stad Frañs & Breizh-Veur o deus sinet emglev an U.N. (cf. :ICCPR). Memestra o deus ar Stadoù-se klasket tagañ, dismegañsañ ha stankañ hent ouzh an Digreizennañ (DVL°) ha Frankiz ar pobloù Keltiek. Evit ar pezh a sell eus ar Brezhoneg e teu ar gudenn eus an doare m’eo kreizennet ar Stad jakobin . Evel evit ar strolladoù politikel brasañ a zo chomet e Breizh. Ouzhpenn-se eo bet ar Stad a-vikoazh a-enep al liammoù etrekeltiek. Departamant al Liger-Atlantel (44) a zo bet lamet kuit eus Breizh e-pad BB-II, gant gouarnamant Petain. Ar C-L a skoazell an holl strolladoù a labour evit adunvaniñ Breizh, dre ar PEOC’H…a-enep ar feulster.

YEZHoù:

Ar gwirioù diwar-benn ar yezhoù a zo un tamm mat eus al labour kaset war-raok gant ar C-L evit adsevel ar yezhoù Keltiek, a zo
ul lodenn vat eus identelezh ar broioù Keltiek. E-touez ar yezhoù Keltiek eo ar Brezhoneg ar brasañ kudenn evit ar C-L.. Ar Stad Frañs n’he deus ket peurwiriekaet Karta Europa. Ouzhpenn-se ar gouarnamant eus an tu dehoù koulz hag eus an tu kleiz a zo bet a-enep ar yezhoù minorelaet ha dreist-holl a-enep Gwirioù Mab-Den en XXvet kantved. Ur sikour simbolek a zo aozet mat gant ar pennoù-bras , dre radio ha TV ar Stad gant ar pal da implijout an amzer evit ma tisgreskfe niver ar vrezhonegerien ha darlonkañ hor yezh da vat… Abaoe 2011 Bonreizh ar Stad a zo bet cheñchet gant Prezident N. Sarkozy. Dreist-holl, ar Brezhoneg a zo deuet da vezañ un tamm eus glad ar Stad. Siwazh, an Aotroù ministr Fred. Mitterand en deus nac’het gwiriekaat Karta Europa ha lakaat war ar stern ul lezenn da heul. Dreist-holl, ar gouarnamant en deus graet ur bazenn simbolek met n’en deus ket doujet da Wirioù Mab-Den. Setu pal kentañ ar C-L evit ar votadegoù da zont…

Diorren Ekonomikel & Sokial:

E-Pad bloavezhioù ar broioù keltiek a zo bet dindan Londrez pe Bariz. N’eo ket atav gwellaet ha komprenet gant an douristed a wel nemet an doare hengounel da vevañ. Memestra, a-raok ha goude an Amoko-Kadiz ez eus bet kudennoù gant listri a bep seurt. Ar C.L. o deus labouret ha stourmet e-pad muioc’h eget 30 vloaz war dachenn al listri-spluj. Afer ar Bugaled-Breizh a zo atav war ar stern…
Abaoe pell hag ar c’hantved-mañ ar C.L. a stourm evit Gwirioù Mab-Den dre doareoù sioul peogwir an holl broioù keltiek a ya da heul gant ar:”Peace-Process”.

Share this!
Share On Facebook
Share On Twitter
Share On Youtube
Contact us