Palioù

Ar pezh a vez broudet gantañ :

Eus ar penn kentañ emañ ar Celtic League gantañ en e bal e vije sikouret, diwar un aozadur etrevoadel, an holl stourmoù er c’hwec’h bro, a-benn gounit frankiz war dachennoù ar politikerezh, ar sevenadur hag an ekonomiezh. Talvezout a ra kement ha :

-Mont war hent ar c’henober etre ar pobloù keltiek.
-Diorren an emskiant eus an darempredoù dezho o-unan, eus ar genskoazell a gaver kenetrezo..
-Lakaat hor stourmoù broadel da vezañ gwelloc’h anavezet er bed a-bezh.
-Kabaliñ evit ma vije savet ur gengevredigezh furmel a vroioù keltiek pa vo bet tapet ur gouarnamant emren gant div anezho pe ouzhpenn.
-Breutaat evit tennañ implij eus penvidigezhioù ar vro, e pep hini eus ar broioù keltiek, evit mad an dud a vev enni.

Share this!
Share On Facebook
Share On Twitter
Share On Youtube
Contact us