degemer

mapAr Celtic League a zo un aozadur etrekeltiek a stourm evit gwirioù ar pobloù keltiek war bep tachenn : ar gwirioù politikel,sevenadurel , sokial ha o gwirioù evel pobloù. Bez ’vez graet se dre a bep seurt oberioù DIFEULZ. Lakaat a ra war wel taolioù fall graet a-enep Gwirioù Mab-Den. Dalc’het ’vez evezh ouzh oberezhioù an armeoù, ha labourat a ra a-dost war dachenn ar politikerezh ar sokial-ekonomiezh, an endro, ar yezh ha palioù sevenadurel evit diskoulmañ kudennoù ur vro geltiek pe unañ all, e doare pe zoare.

Stourm a ra an aozadur-se ivez evit kas da benn an “DEVOLUTION” hag an dizalc’h hervez stad emskiant pep pobl en ur reiñ lañs d’ur c’henlabour evit mad an holl. Ouzhpenn-se, ar Celtic-League a bouez war an traoù a sell pizh ouzh ar pobloù keltiek o-unan.

Sevenet eo holl labour dre obererezhioù hor rannoù broadel kement hag hon aozadur-kreiz, ha dre embann hor c’hazetenn bevarmiziek a-feson Carn hec’h anv, ha dre hor servij keleier nevez war ar roued. Kement den a-du gant palioù ar Celtic League en deus ar gwir da gemer perzh e labourioù hon aozadur e-giz ezel goude bezañ sinet ar vonreizh ha paeet o skodenn. Digor eo ar Celtic League d’an holl, setu perak ho peus ar gwir da vezañ koumanantet da g-Carn e-giz ezel pe hep bezañ ezel. Tu zo lenn ar c’heleier evit netra dre Internet ha dont da vezañ ezel hor c’hevredigezh dre al liammoù dindan:

– www.celticleague.net

YouTube facebook_logo flickr Twitter

Share this!
Share On Facebook
Share On Twitter
Share On Youtube
Contact us